Perak sevel un hall nevez ?
Er C’hre Vroadel en Henbont e veze arvestoù er-maez pe edan un deltenn-vras dija e-pad ar vakañsoù skol. Mes ne oa ket plas evit oc’hpenn 400 den el lec’h-se ha re vihan e oa al leurenn evit abadennoù arzel zo.
Evit lakat ar C’hre da vout ul lec’h krouiñ ha skigniñ da vat hag evit gelliñ gober muioc’h a draoù dishañval enni, e oa afer ag un arouez splann.
Petra a chañcho ?
En hall kezeg nevez e c’heller kennig arvestoù sirk a bep sort, klasel pe vodern. Al leurenn, oc’hpenn 1 000 m² edani, a c’hell bout ront, karrez pe dispaket a-hed 40 metr hirder. An talbennoù a c’heller sigotal hag ur gwel zo c’hoazh àr ar marchosioù a-gozh. Àr an derezioù koad e c’heller degemer betak 710 den en o c’hoazez ha 1 430 en o sav.
Petra a vo gwelet eno ?
Arzourion hag arvestoù liesseurtoc’h. Eno e vez roet bod da gompagnunezhoù a Vreizh hag a lec’h arall e Frañs ivez, pand int desachet bras get an aveadur nevez-se, modern ha liezimplij. Evit an arvest digoriñ e miz Gouel-Mikael e oa bet tolpet 7 kompagnunezh evit ur grouadenn hep par, get 30 marc’h hag ur bochad arzourion àr al leurenn.
Pesort abadennoù pouezus a vo ?
Evit koulzad kentañ ar Skrin, ma vo abadennoù a-bad ar blez, e vo graet get razh ar stummoù posupl da aoziñ al leurenn : sirk klasel get « Ouh la la » e fin miz Gouel-Mikael, ur grouadenn gaer tro-dro da Don Quijote da goulz Nedeleg, teatr kezeg fentus-droch e miz Ebrel hag ur pikol arvest kezeg en hañv, « Les 4 éléments », get 15 marc’h àr ul leurenn hir.
Evit gouiet hiroc’h www.haras-hennebont.fr
Ar Skrin get 4 sifr
- Gorread : 1 464 m²
- Uhelder : 17 metr
- 12 stumm leurennoù
- 710 arvester àr o c’hoazez ha 1 430 en o sav
KOUST : 5 300 000 €
GET ARGANT
- AN ORIANT TOLPAD : 2,3 M€
- RANNVRO BREIZH : 2 M€
- KUZUL-DEPARTAMANT AR MOR-BIHAN : 1 M€