Accueil > Actus > Magazine les nouvelles > Tous les articles > Magazine les nouvelles

Magazine Les Nouvelles

· BREZHONEG

Kerpab zo bet ur sanatoriom a-bad oc’hpenn tregont vlez

Kreizenn Kerpab, e Plañvour, zo emdroet a-hed ar c’hantvedoù ha daet eo da vout ul lec’h a bouez a-fet medisinerezh fizikel hag evit harpiñ an dud nammet.

TALIÑ DOC’H AN DORZHELLEGEZH (1914-1939)

Da-geñver Kendalc’h kenwarezerion ar C’hornôg en Oriant, etre ar 6 hag an 8 a viz Mezheven 1914, e oa bet soñjet sevel ur greizenn kenwarez e Kerpab evit harziñ doc’h an dorzhellegezh (droug-skevent). D’ar c’houlz-se e veze spontet an dud get an dorzhellegezh. Adal 1917 e tivizas Unvaniezh kenwarez ar Mor-Bihan lakat sevel ur senatoriom evit ar vugale etre 5 ha 14 vlez. D’an termen-se e oa an droug e-maez skevent ar stumm stankañ ag ar c’hleñved a dage an eskern (droug Pott) hag ar c’hangrennoù. Goude gweladenniñ meur a lec’h e oa bet choazet Kerpab e Plañvour.
Ne oa ket aes er penn-komañs : get lojoù-prenn mod Adrian savet fonnapl e oa bet gellet degemer bugale adal an hañv 1918. E fin 1920 e oa bet graet ur bilañs ag ar mont en-dro. Hervez ar bilañs-se e oa bet graet àr-dro 800 bugel e 1919. E 1923 e oa bet laket ar sanatoriom edan aotrouniezh ar bennmedisinourez Marie Houdre. Stankoc’h-stank e veze darempredet al lec’h, betak degemer 1 150 klañvour. Edan prezidantelezh Camille Herwegh e taas sanatoriom Kerpab d’e stumm diwezhañ, ha mod-se e chomas betak an Eil Brezel-bed.

AR BLEZIOÙ E-KREIZ AR BREZEL HA SKARZHIÑ KUIT (1939-1952)

Adal miz Eost 1941 e oa bet anv a skarzhiñ kuit. En arbenn ag ar bombezadegoù hag an ultimatom da-heul get an Alamaned a c’houlenne ma vehe skarzhet kuit e-kreiz miz C’hwevrer 1943 d’an diwezhatañ, e oa bet kaset ar re glañv da sanatoriom Lamotte-Beuvron e Sologn. E fin ar brezel e oa bet divizet derc’hel ar re glañv er sanatoriom-se da c’hortoz bout kaset en-dro da greizenn Kerpab. E 1952 e oa bet laket an dud da zistroiñ. Kaset e oa bet ar glañvourion yaouank en-dro da greizenn Kerpab ma c’helled degemer neuze betak 300 den klañv get an dorzhellegezh e-maez skevent. Mes bihanoc’h evit 200 gwelead diàr 300 a oa ac’hubet. Abalamour ma oa aet an dorzhellegezh ur bochad àr-gil hag en arbenn a reuzioù ar brezel e oa bet divizet chañch oberiantiz e kreizenn Kerpab.

CHAÑCHAMANT OBERIANTIZ E KERPAB (1960-1987)

Àr-lerc’h ar brezel e oa bet ret kempenn Kerpab a-nevez.E 1960 e oa bet divizet troiñ ar sanatoriom en ur greizenn addiorren hag azgourdonaat fonksionel evit tud daet ha bugale.
E 1964 e oa bet aprouet aotre sevel ar greizenn addiorren. Labourioù bras a oa bet sevenet d’an termen-se evel, kement ha komz ag ar re bouezusañ, sevel ur poull-neuñval dour-mor, salioù leuñvouriezh hag ergoterapiezh, un ti-jiminas ha traoù arall c’hoazh. Ur pavilhon ospital a oa bet digoret e 1965 evit degemer bugale. D’an 23 a viz Mae 1970 e oa bet lidet digoradur ar greizenn get an aotrou Marcellin, ministr an diabarzh ha prezidant kuzul-meur ar Mor-Bihan. E 1987 e oa peurachu ar chañchamant oberiantiz.

KERPAB HIZIV

An emdroadurioù-se zo bet kaset da benn get ar mem mennantez bepred : lakat an dud klañv e-kreiz ar skoazell. Kreizenn kenwarez Kerpab zo un ti eveshaat ha azgourdonaat en deiz hiziv. He roll eo harpiñ an dud o dez afer ma vo eveshaet àrne evit tapet barregezhioù korf ha bout emren en-dro àr-lerc’h ur c’hleñved, ur gwallzarvoud pe un oberatadenn. Evit en ober em harp tud ar greizenn àr ar medisinerezh fizikel hag azgourdonaat.
Skipailhoù medisined a genlabour strizh get azgourdonerion a vicher, leuñvourion hag ergoterapeutourion en o mesk, evit sikour get pep klañvour bout emren en-dro ha bout prest e-raok donet en-dro d’ar gêr pe e-raok labourat en-dro.

Estroc’h evit eveshaat àr an dud klañv a vez graet get Kreizenn kenwarez Kerpab pand eo anavet evit bout er penn e-raok a-fet an nevezadur evit harpiñ an dud nammet. A-c’houde ar blezioù 1980 e vez ar pareoù diabarzh a-bezh é labourat a-zevri-kaer abalamour da lakat an nevezadur hag an enklask e-kreiz identelezh ar greizenn.
Ur roll oberiant a vez c’hoariet geti er par broadel hag etrebroadel, evit an enklask àr an namm hag an emrenerezh. Lañs zo en arbenn ag ar michereladur a ya àr gresk ken a-fet an enklask bevvezegel, industriel ha ledvezegel, ken evit kenlabourat strizh get embregerezhioù, skolioù-meur ha klinikennoù.

Jean-Yves al Lann, ag ar Poellgor istoer e Bro Plañvour
En anv Strollad kevredigezhioù istoer Bro an Oriant

 

> Retour aux articles

Partagez sur les réseaux sociaux :

    

Autres articles

VOS SERVICES