An Oriant, kavell Kompagnunezh an Indez, zo 360 vlez. Un dro eo da splujiñ en istoer an eskemmoù kenwerzh-se get broioù er penn arall ag ar bed. Get an arvest dre an diabarzh Ur veaj trema an Indez, oc’h kouviet get An Oriant Kreisteiz Breizh Abadennoù da vonet e-bourzh ul lestr a Gompagnunezh an Indez, aveit un taol-arnod hep par, adal diazezadur an Oriant betak kontlec’hioù ar Sav-Heol. A-bad oc’hpenn 20 munut e weler skeudennoù pep lec’h àr ar magoerioù hag àr al leur : gwelet a reer ar porzh edan bout savet, santet a reer brañsigelladenn al lestr ha kemer lod en embregadennoù d’ar bourzh. An hentoù mor a weler éc’h em dresiñ, ar c’hontlec’hioù é tonet àr-wel en un darzhadenn livioù, danvezioù ha frondoù… Mes n’eo ket dizañjer ar mor ! Àr-lerc’h an arvest e kendalc’h an avantur get panelloù pedagogel hag ur gouviadenn da weladenniñ Mirdi Kompagnunezh an Indez.
ATERSADENN
get Cédric Guillotin, renour An Oriant Kreisteiz Breizh Abadennoù, ha Kevin Douvillez, renour an embregerezh Spectaculaires bet savet an arvest getoñ.
Perak ’ta un arvest dre soub a-barzh ar bloc’h K2 e Bon an Oriant ?
Cédric Guillotin : Ni a faote deomp kennig un taol-arnod dre an diabarzh, nevez ha bamus. N’eus ket kalz a abadennoù sort-se e Breizh, hag ar furmad-se, dre an diabarzh, zo ag ar choaz a-barzh ar bloc’h K2 : ur vagoeriad beton skouergornek ha serr, bras-abominabl… Ur skrin a-feson aveit splujiñ en istoer, en avantur.
Pell-pell ec’h amp get ar soubidigezh, get bannadennoù àr al leur hag àr ar 4 magoer, tresoù eeun peotramant skeudennoù 3M, un tregont songresker bennak aveit krouiñ ur son egorekaet, ha frond-vat strewet mem… Un taol-arnod e vo da vat, ha n’eo ket bet gwelet biskoazh, evel ur splujadenn e-kreiz-tre an istoer.
Penaos e tro an traoù e-pad Ur veaj trema an Indez ?
Graet e vez e bourzh ul lestr adal an Oriant betak an Indez, monet ha donet, get ehanoù en enez Bourbon, e Pondicheri, e Kanton… Ni a faot deomp roiñ da santiñ c’hwezh an istoer meur-se d’an arvesterion, kuit a guzhet ar sklavetaerezh. Ni hor beus c’hoant da lakat an dud da veviñ ha da santiñ ar veaj fiskal-se er penn arall ag ar bed, e-ser lakat istoer Mab-den àr-wel.
N’eus daneveller erbet ; testonioù, sonerezh, aergelc’hioù son ha traken. An arvesterion a c’hell monet ha donet èl ma karont. E bourzh ar vag e vent ha gelliñ a rant furchal er c’hartennoù, gwelet penaos e oa ar vuhez d’ar bourzh, em gavouet get euzhviled-mor. Kejiñ a rant get sevenadurioù arall, bamiñ get gweledvaoù, kompren penaos ec’h ae ar c’henwerzh en-dro… Ar formulenn-se a vo kavet bourrus get razh an dud, bihan ha bras.
Adal ar 1añ a viz Gouere betak an 31 a viz Eost 2026
Etre ar Meurzh hag ar Sul, adal 10e betak 7e etre 8,50 ha 14 €
Gouiet hiroc’h ha bilhedoù e lorient-immersion.bzh