Anavet mat eo kornad an Oriant evit a sell doc’h ar redadegoù bagoù-dre-lien en donvor. E kreizig-kreiz ar sport-se emañ, evel ma weled a-bad an Transat Café L’Or (anvet Transat Jacques Vabre e-raok) : tost 40% ag ar voraerion hag an hanter ag ar bagoù a oa liammet doc’h an Oriant-Ar Bon. Ar mem tra e oa dek miz kentoc’h get ar Vendée Globe : 17 pare ag ar c’hornad-mañ o doa kemeret perzh er redadeg veur-se hag en eil plas e oa arruet Yoann Richomme, ur martolod ag an Oriant.
A-c’houde oc’hpenn ugent vlez ec’h eus bet degaset brud vat d’an Oriant-Ar Bon ha d’e bol redadegoù en donvor get ur bochad moraerion : Alain Gautier, Franck Cammas, Armel ar C’hleac’h, Samantha Davies, Charlie Dalin...
Ur greizenn oc’hpenn zo en Oriant Tolpad bremañ pand eo digor Ti ar skiperion, a-c’houde miz an Azvent. El lec’h nevez-se e vo sikouret skiperion ar c’hornad get servijoù stummiñ hag heuliiñ.
Moraerion ag ar choaz ivez a vo degemeret eno, evel ma oa bet graet e savadur kozh an Difioù dija, pa oa daet pare ar vag Groupama Team France da brepariñ Kib Amerika ha hini Dongfeng e-raok ar Volvo Ocean Race.
Maeronez Ti ar skiperion eo Violette Dorange (luc’hskeudenn amañ-edan). Un dro-gaer he deus graet honnezh er Vendée Globe diwezhañ, na bout e oa an hini yaouankañ aet àr vor biskoazh en istor ar redadeg-se. Goude an dro-se hec’h-unan-penn tro-dro d’ar bed he deus choazet an Oriant evit mad he c’harierenn.
Oc’hpenn ur porzh eo an Oriant-Ar Bon », emezi. « Amañ ec’h amp àr-raok, ec’h amp dreistomp hon-unan bemdez. Em gavout a ra ar skiperion hag ar skiperezed e kalonenn bed ar redadegoù en donvor hag àr ar mem tro e c’hellont klask bout ar buanañ posupl ha hunvreal.